Treuzfurmadur Jezuz

Treuzfurmadur Jezuz.
Jezuz treuzfurmet, etre ar profet Eliaz (a-gleiz) hag ar profet Moizez (a-zehou). En traoñ, an ebestel Pêr, Jakez ha Yann

Treuzfurmadur Jezuz pe treuzneuziadur[1] zo un darvoud kontet en Aviel, war ur menez uhel, ma welas an ebestel Pêr, Jakez ha Yann, Jezuz en e c'hloar hag Eliaz ha Moizez o komz gant Jezuz.

Gouel an Tabor pe gouel Jezuz treuzfurmet eo anv ar gouel ma reer eñvor eus an darvoud-se. Lidet e vez d’ar 6 a viz Eost, en deiziadur ar bloavezh kristen hag el levr-oferenn.

  1. Pe « uhelzoareadenn » evit Tugdual Kalvez, Geriadur ar brederouriezh ; galleg-brezhoneg ; brezhoneg-galleg ; Dictionnaire de philosophie ; français-breton ; breton-français ; étymologie et équivalents des termes philosophiques en allemand, anglais, français et italien, Roazhon, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2000.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search